Petra e vez graet e-kerzh ar rak-distro skol?
An distro zo, hudu, gant tost 600 000 a skolidi, skolajidi ha liseidi ‘ba skolioù Breizh … Met evit ar c’helennerezed hag ar gelennerien eo komanset al labour abaoe digwener da nebeutañ… Renkañ, naetaat, aozañ ar c’hlas, prientiñ an dafar ha kement zo a oa graet digwener evit ober un degemer d’ar vugale ‘bar skolioù… Kristell Kombod zo skolaerez brezhoneg-galleg ‘ba skol-vamm Sant-Edern ‘ba Plouedern, chouk da Landerne. Kontet ‘neus da Erwan Blanchard ul lodenn eus al labour ‘neus kaset araok an distro… Selaouomp anezhi diouzhtu. Emañ gant Erwan Blanchard.